Eur vuhez kriz ha poaniuz ; paouez na deiz na noz !
Hag a ren a galoun-vad, da vont d’ar baradoz.
Al labourer a labour, n’euz fors e pe amzer,
Kouls dindan ar ienien ha dindan ann domder ;
Pa vez erc’h, grizil, kurun, avel, glao, skourn, kazarc’h,
Enn he bark, o labourat, daoubleget, hen gwellac’h.
Al labourer zo gwisket peurvuia gant lien ;
Na vez ket treset bemdeiz, evel ar vourc’hisien,
He zillad zo truillennet, gand ann douar saotret,
Re ker, a renk he gavout, a skop ouz he welet.
Dishenvel meurbed eo stad ar paourkeaz labourer,
Dishenvel diouc’h stad ann dud pere a chom e ker :
Re-ma ho deuz kik, pesked, ha bara gwenn bepret ;
Al labourer tammou iod, bara seac’h, dour bervet.
Al labourer renk pea, pea e peb amzer,
Pea tellou d’ar roue, peb bloaz, teir pe beder ;
Ha pa renk pea he vestr, ma n’eo prest ann arc’hant
Foar a reer gand he zanvez ; aman ann nec’hamant !
Da bea c’hoaz en deveuz obidou d’ar person,
Evel ma’z eo ar c’hustum, kement-se zo gwirion ;
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/462
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ