Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/472

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

AR RE C’HLAZ

— IES KERNE —

Ar chas a glevann oc’h harzal! setu ar zoudarded C’hall!
Tec’homp kuit trezeg ar c’hoajou! kasomp a-rog hor chatal!

Daoust hag hen, potred Kerne, e c’houzanvimp da viken,
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien?

Gwallet gant-he hor merc’hed koant; lazet mamm ha mab ha den;
Lazet zoken ann dud klan paour, abalamour d’ho daouarn gwenn.

Tanet gant he ti ar beorien; diskaret ar maneriou;
Devet ann ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.

Troc’het ar gwe el liorzou, ha laket da ober tan;
Ken na vo avalou na zist, da nao pe zek vloaz ac’han.

Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz!
Ha kaset mesk gand ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heriou braz.