Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/476

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Deuz etre diou vrec’h da vamm goz euz da zouget, ma bugel,
Deuz war galon euz da vaget, ma mabik paour, kent mervel!

Pa zistroi endro d’ar ger, vinn eet kuit deuz ar bed man;
Deuz aman, deuz m’az priatinn, evid ar wech divezan.

— Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne inn ked d’ho tilezel;
Chom a rinn evid ho tifenn, evid difenn Breiz-izel.

Reuzeudik braz eo bout gwanet; bout gwanet ne ket mezuz;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kabluz!

Mar d-eo red monet d’ann emgann, emgann a rinn ’vid ar vro;
Mar d-eo red mervel, e varvinn; kuit ha laouen war eunn dro,

M’euz ked aon rog ar bolodou; na lazint ket ma ene;
Pa gouezo ma c’horf d’ann douar, ma ene savo d’ann ne,

Arog! potred vad Breiz-izel! entana ra va c’halon;
Kreski a ra nerz va diou-vrec’h; bevet ar relijion!

Bevet ann neb a gar he vro! bevet mabig ar roue!
Ha ra ielo ar botred c’hlaz da c’hout hag hen zo Doue.