Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/485

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kaer en defa sevel he var, 
Stoke e benn gad ann douar. 

— Petra rinn ken da jomm ama ? 
Me ia da glask un tamm bara. —

Hag e lare, ’benn gad ann hent, 
’Vont d’er ger lare tre e zent : 

— Ar sistr dous-ze a oa ker mad ! 
M’em befe evet dek podad !


II

— Ne ket digouet ho tad er ger ? 
— Ne ket digouet ; oet da Gemper ; 

Da Gemper, pe trezek Aljer, 
Hen lare ’n defa c’hoant d’ober. —

Pider zun a oa tremenet, 
Ne oa ket c’hoaz er ger digouet ; 

Oa ket bet er ger Iann Marek ; 
Ken a zeuas deiz Nedelek.

De Nedelek, d’ann aberde, 
Teuaz d’ann ti paotred Sant-Vode. 

— Iec’hed-mad d’hoc’h, tud ann ti-ma
’Peuz lien da werzo dre-ma ? 

— Neuz tamm mui da werzo ama ;
Gwerzet ’ma bet er blavez-ma. —