Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/490

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hi lare d’he mignonezed
War bankig he gwele chouket :

— Mignonezed, ma em c’haret,
Enn han Doue, na oelet ked ;

C’hui oar a-vad, mervel zo red :
Doue war ar groaz en deuz gret. —


II

P’az iz d’ar feunten da vid dour :
Ann estik-noz a gane flour :

— Ma ar miz mae o vont e biou,
Gad ar bleuniou war ar c’hleuniou ;

Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer neve !

Evel ar rozen deuz ar brank,
E tisparti ann dud iaouank ;

Re ’nhe a rei arog eiz-te,
E vo roet d’he bleuniou neve ;

Hag int deuz a-greiz, d’ar baroz,
’Vel bivik-doue, deuz ar roz. —


III

— Jeffik, Jeffik, ne ouzoc’h ked
Pez en deuz ann estik laret :