Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/491

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ma ar miz mae o vont e biou,
« Gad ar bleuniou war ar c’hleuniou. »

Ar plac’hik dal’ m’ e deuz klevet,
He daouarn e kroaz ’deuz laket :

— Me laro eunn Ave Maria
Enn ho enor, itron Varia,

Ma plijo gad ho mab Doue,
Da gaout dioun-me true ;

Ma ’z inn, bremaik, da c’hortoz
Va mignonezed er baroz. —

Oa ked he Ave achuet
Stoui he fenn hi e deuz gret ;

Stoui he fenn hi e deuz gret,
He daoulagad e deuz sarret.

Neuze oe klevet ann estik,
O kana c’hoaz el liorzik :

« Euruz eo ann dud iaouank-ze
« Hag a varv enn amzer-neve !

« Euruz eo ann dud iaouank-ze
« A ve roet d’he bleuniou neve ! »