Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/501

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Re goz, evit-ho da vout ter,
A gar, a galon, ar c’houer.

Hogen re goz, siouaz d’ar bed !
N’int ket mui ker stank ha ma int bet.

Stankoc’h e gaver debrerien
Evid ann dud mad d’ar beorien.


tride pillaouer.

Ar beorien a vo paour ato,
Ha re ker ato ho debro.


kenta meliner.

Ato ! koulskoude oe laret.
« Falla douar ar gwella ed ;

« Ar gwella ed, pa deui endro
« Ar roueou goz, da rena ’r vro. »

Ar roueou goz zo distroet,
Ann amzer goz ne deuz ket gret.

Ann amzer goz na deui ket mui ;
Trubardet omp, siouaz d’e-omp-ni !

Siouaz d’e-omp ! trubardet omp bet !
Enn douar fall, ’ma fall ann ed.

Gwas-oc’h-gwas, kriz-oc’h-kriz ar bed
Diskiant eo neb n’her gwel ket.