Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/512

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ar bazvalan.

Ma mignon, n’em godiset ket ;
Ma c’houlmik wenn p’euz ket gwelet ?
N’em bo, a-vad, plijadur ’bed,
Ken n’am bo ma c’houlmik kavet.


ar breutaer.

Da goulmik, n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.


ar bazvalan.

Den iaouang, eur gaou a lerez,
Gwelet e bet gand re oa mez,
Hag o nijal trezek da bors,
Hag o tisken barz da liors.


ar breutaer.

Da goulmik n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.


ar bazvalan.

Ma c’hudon vo kavet maro,
Ma na zeu ked he far endro ;
Mervel a rei ma c’hudon baour :
Me ia da welet dre ann nour.


ar breutaer.

Harz ! ma mignon, na iaffec’h ket,
Me ia ma unan da welet.

D’am liorz, ma mignon, onn bet
Na koulmik ’bed n’em euz kavet