Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/515

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR GOURIZ


Gwelet em euz enn eur flouren
Eur gazek vihan, hi laouen.

— Oh ! — Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti ;
Gra, pa ri ;
Gra, pa ri,
Pa ri tra,

Ne oa sonj d’ ei nemed da vad,
Nemed da vragal barz ar prad,

— Oh ! — Gra, pa ri tra, etc.

Nemed da buri ar ieod glaz.
Ha da eva dour deuz ar waz.

Ken a zeuaz benn gand ann hent
Eur marc’hek iaouank, hag hen ken !

Hag hen ken ampart ha ken drant !
He zillad a aour hag arc’hant.

Hag ar gazek dal’ m’he welaz,
Enn he sao souet a jomaz ;

Ha goustadig a dostaaz,
Hag he fenn d’ar gleud astennaz ;

Hag ar marc’heg he likaouaz,
Hag he vek d’he bek a lakaz ;

Ha goudeze he briataz,
Hag hi ’n em gavaz enn he eaz,

Ha goude ’n deuz he c’habestret,
Ha goude en deuz he senklet.

— Oh ! — Gra, pa ri tra, etc.