Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/518

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SON ANN DAOL


— O itron Varia Blevin !
Deuz ann noz ha deuz ar mintin,
Ha deuz ar mintin pa zavann,
Siminal ma dous a welann ;

Moged siminal ma dous koant
A ra d’i-me kalzig a boan.
Red eo d’in mont beteg he zi.
Evit komz eur wech c’hoaz out-hi. —

Loizaig Alan a gane
’Vont gand he saoud, ar mintin-ze ;
’Vont gand he saoud d’ar park neve,
Loizaig Alan gane ge.

Tronset gant-hi he joblinen :
Glaz he lagad, he bleo melen,
He chod ru evel bleun skao-grac’h ;
He galanted a zistol rac’h.

War ar bazen e oa pignet
Da zigor ar gleud d’he loened,
Pa welaz Piarik, he mignon,
Tout gand ann hent trezeg ann traon.