Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/531

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ann tad-paeron-all d’ar vamm-baeron-all.

Erru ann amzer neve endro gand miz even,
Hag e teu ann dud iaouank da vale ’pel tachen.

Ar bleuniou barz ar prajou hirio zo digoret,
Kalonou ann dud iaouang ive’ peb korn ar bed.

Setu ar blenn er spern-gwenn, ha gant-han c’houez ker mad,
Hag al labouzed bihan a zeu d’en em barat.

Deut-hu gan-in, dousik-koant, da vale d’ar c’hoajou,
Ni a glevo ann avel kreno ’touez ann deliou,

Hag ann dour oc’h hiboudo etouez ar veinigo,
Hag ann holl eined ker kaer beg ar gwe o kano ;

Peb hini enn he zonik, peb hinienn he don :
A rei frealz d’hor spered, levenez d’hor c’halon.