C’hoaz he weleur a belloc’h c’hoaz,
Paneved enn he dro koat braz.
— Eginane ! Eginane !
Ni zo deuet da doull ho tour
Da gerc’hat kik da drompa ’nn dour.
— Eginane! etc.
— Abredik mad em’ oc’h deuet,
Ma c’hoaz ar penn raoc’h war he dreid.
— Ni zo triouec’h a botred vad
Hag hen dalc’ho da doll he wad.
— Ma c’hi gousk e penn ar bern plouz,
Et d’hen laza, kigerien louz.
— Neket ni eo torfetourien
Evit laza neb ho tifenn.
— Mar d-oc’h-hu Eginanerien,
Pelec’h e ma ar zonerien ?
— Enn eur lammet a-dreuz ar waz,
Ema bet kreouet ar zac’h braz.
— Ma c’hik zo d’al lan, er zolier,
Ha pelec’h ma ’r skeul na c’houier.
— Ne ket red kaout skeul d’ar c’haz,
Evit pakat logod pe raz.
— Oet eo ar c’hroueg da Zant-Divi
Ha oet ann alc’houeou gat-hi ;
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/544
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ