— Evit han da veza den tre,
Ni a c’houlenn enn han Doue.
— Didostait ’ta ’ma, mab ar wrac’h,
Didostait ama gad ho sac’h ;
Didostait ive, marc’h ar c’hik,
Ma vezi sammet manevik.
Abarz ma tigouezi d’az ti,
Vo broud da gein gad ann ili.
— Loskomp eur iouc’haden breman,
Pa deuzomp bet hon eginan ;
Pa deuzomp bet eunn troatad gwenn,
Ha kerc’h ha segal c’hoaz oc’hpenn.
Eur iouc’haden d’ar vamm, d’ann tad,
Ha da vugale ann tiad !
C’houez ar iec’hed gad ho potred !
C’houez al lavan gad ho merc’hed !
Bloavez c’huilled, bloavez glouiz,
Bloavez kerc’h ha bloavez gwiniz !
Ebarz ho liorz kanab gae
Abenn ma teuio ar miz mae !
Mae e bleun, even e greunen,
Hag e gouere ar wastel wenn !
Hag e gouere ar wastel wenn,
Ha ni neuze’nn ho kourc’hemenn !
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/548
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ