Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/553

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Me zo war va gwele chomet,
Dalc’het, sioaz ! gand ar c’hlenved ;
Ma ve va dousik a deufe,
E berr-amzer am frealzfe.

Evel gand ar werelaouen,
Goude eunn nozvez a anken ;
Mar deufe ma dous d’am gwelet,
E venn gant hi dizoaniet.

Ma lakafe beg he geno
War bordik skudel va louzo,
Da evan goude pa iefenn
Gwelleet raktal e vizenn.

Ar galon az poa d’in roet,
Va muian karet, da viret,
N’em euz kollet na distroet,
Na laket da uz fall e-bed ;

Ar galon az poa d’in roet,
O va dousik koant, da viret,
Em euz mesket gand va hini ;
Pini da hini va hini ?


ar plac’h

Piou a gomz ouz-in evel-se.
Ha me ken du hag eur vran ve ?


ann den iaouank

Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc’h d’ann hini ho kar !


ar plac’h

Den iaouang, eur gaou a leret !
Va c’halon d’hac’h, n’em euz roet ;
N’em euz ker mui ac’hanoc’h,
Eur c’hakous a ouzonn-me oc’h !