Ne c’houfenn me da betra he hevelebeket,
Mar d-eo d’ar rozennik-gwenn zo roz-Mari hanvet ?
Perlezennig ar merc’hed, blenn lili ar bleunio,
Hirio ma o tigorin ha varc’hoaz e serro.
Me a zo bet, va dousik, oc’h ho tarempredet,
Evel ma ve ann estik war ar spern-gwenn kludet ;
Pa fell d’ean paouean teu ann drein d’he bikan,
Neuze sav war beg ar brank hag e teu da ganan.
Me zo evel ann estik pe ’vel ann anaon
E kreiz lan ar purkator o c’hortoz he levon ;
Achuet eo ann termen hag ann devez deuet
Ma ienn-me ’tre barz ho ti, gand ar Vazvalaned.
Va stereden zo kaled, va stad zo dinatur,
N’em euz bet war ar bed-ma nemed displijadur,
N’em euz na kar na mignon, sioaz ! na mamm na tad,
Na kristen war ann douar hag a garfe va mad.
Ne deuz den barz ar bed-ma abaou’ ed onn deuet,
A zo bet diwar ho penn, kel liez tamallet ;
Rak-se war benn va daou lin, hag enn hano Doue,
Ho pedann-me da gaout ouz ho kloarek true !
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/562
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ