Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/565

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Koei ra doc’h er ween ann aval :
Ma n’hen kutuiller, ia da fall.

— Me merc’hik, en em gonfortet,
Abenn ur ble e vec’h dimet.

— Ha mar varvann arog ur ble ?…
Hui po glac’har vraz goude-ze !

Ma varvann-me arog ur ble,
Me laket enn ur be neue.

Laket tri bouked ar me be,
Unan a roz, daou a lore.

Pe zeui ar gloer ag er vered
E kemerint bep ur bouked,

Hag e larint ’nn eil d’egile :
— Setu ur plac’h ieuang ame

Hag a zou marue enn hi c’hoant,
De zougenn mirouereu argant. —

Ar ann hent braz kent me laket,
Kloc’h aveid on ne zono ket ;

Kloc’h ar enn doar ne zono ket,
Belek d’am c’herc’het ne zeui ket. —