Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/567

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gwelet em euz tal kroaz ann hent,
Dilun, eur plac’h evel ar zent ;
Me iei disul d’ann oferen,
Hag he gwelinn war ann dachen.

Ma he daou-lagad enn he fenn
Skleroc’h eged dour er weren,
Hag he dentigou net ha gwenn,
Zo kaeroc’h eget perlezen.

He daou-zorn hag he diou-chod ru,
Gwennoc’h eged lez er pod du ;
Ia ! mar he gwelfec’h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.

P’am befe kemend a vil skoed,
Hag en deuz markiz Pontkalek ;
Ha p’am befe eur vein-gleuz aour,
Ma n’em euz ar plac’h me zo paour.

Na pa zafje war dreuz hon nour,
E-lec’h raden glaz, bleuniou aour ;
Na pa zafjent leiz ma liorz,
Ma m’em euz ma dous, ne rann forz.

Kement tra deuz he lezen red ;
Ann dour deuz ar feunten a red,
Ann dour ia d’ann traon, d’ann izel,
Ann tan d’ann nenv ha d’ann uc’hel ;

Ar goulm a c’houl eunn neizik klouz,
Ar c’horf maro a c’houl ar fouz,
Hag ann ene ar baradouz.
Ha me ho kalonik, va dous.

Me a ielo peb lun vintin,
Da groaz ann hent, war ma daoulin ;
Me a ielo d’ar groaz neve,
Abalamour d’am c’harante.