Ronan oud ann el a zentaz,
Ha da chom e Breiz e teuaz,
Kent e traon Leon, ha goude,
E Koat Nevet, e bro Kerne.
Daou pe dri bloa oa pe ouspenn,
M’oa eno ober pinijen,
Pa oa eur pardae toull he zor,
War he zaoulin, dirag ar mor ;
Ken a lammaz eur bleiz er c’hoad,
Adreuz enn he veg eunn danvad ;
Ha war he lerc’h eunn den, timad,
Hag a oele, gand kalonad ;
Ha Ronan gant true out han,
A bedaz Doue evit-han :
— Otrou Doue, ha me ho ped ;
Grit na vo ann danvad taget ! —
Ne oa ked he beden laret,
Pa oa ann danvad digaset,
Heb droug e-bed, war dreuz ann nour,
Dirag Ronan hag ann oac’h paour
Ac’hano da zont ann den kez,
Deue d’he welet aliez ;
Gant plijadur braz e teue
Evit klevet komzou Doue.
Hogen eur c’hreg a oa gant-han,
Hag hi gwall-bez, hanvet Keban,
Hag hi a zeuaz d’argarzi,
Ronan enn abeg d’he hini.
Eunn deiz a oa bet d’he gaouet
Ha trouz d’ean hi devoa gret :
— Chalmet hoc’h euz tud ma zi-me.
Ma goaz kouls ha ma bugale.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/576
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ