Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/577

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ne reont med ho tarempred holl,
Ha ma danvez a ia da goll.
Ma na zentet ouz-in muioc’h,
Kaer po chilpat, me rei gen-hoc’h !

Enn he fenn e lakaz neuze,
Da c’hoana den santel Doue.
Hag hi mont da gaout ar Roue,
Gradlon, enn-tu-all d’ar mene :

— Otrou Roue, ha me ho ped ;
Ma flac’hik-me zo bet taget :
Ronan Koad Neved deuz her gret;
vont da vleiz meuz hen gwelet —

Evel ma oa bet tamallet
Ronan da Gemper oa kaset,
Ha tolet ebarz eur c’hao don,
Aberz otrou roue Gradlon.

Mez ac’hane pa oa tennet,
Dioc’h eur wezen e oe staget,
Ha daou gi gwez ha diboellet
War-n-ezhan timad oa losket.

Hag hen heb man na kaout aon,
A reaz eur groaz war he galon ;
Ken a dec’haz ar chas raktal
Evel dioc’h ann tan, oc’h harzal.

Gradlon pa welaz kement-se,
A lavaraz d’ann den Doue :
— Na petra vad a rinn-me d’hoc’h
P’e ma Doue enn tu gen-hoc’h ?