— Netra vad ma na c’houlennan,
Nemed true d’ar c’hreg Keban ;
He bugelik ne ket maro,
Gant-hi enn arc’h oe klozet beo. —
Ann arc’h a oa bet digaset,
Ar bugel enn hi oe kavet,
Hag hen war he goste maro ;
Ha sant Rouan he lakaz beo.
Ann otrou Gradlon hag he dud,
Souezet-braz gand ar burzud,
’N em strinkaz dirak sant Ronan,
O c’houlenn trugarez out-han.
Hag hen e mez, d’ar c’hoad endro,
Pa chom di beteg he varo ;
Eno oc’h ober pinijen
Eur men kaled dindan he benn ;
Gant-han krogen ennn ounnar vriz,
Eur skoultrik gweet da c’houriz,
Ha da eva dour ar poull du,
Ha bara poazet el ludu.
Pa zeuaz he dremen divea,
Pa eaz kuit deuz ar bed-ma,
Daou ejen gwez kaen dioc’h ar-charr,
Tri eskob d’he gas d’ann douar.
Hag hi digouezet gand ar ster,
Ha kaout Keban diskabel-kaer,
Oc’h ober liziou d’ar gwener,
Daoust da wad Jezuz, hor Salver ;
Hag hi sevel he golvaz prenn,
Ha darc’ha gant korn ennn ejenn,
Ken a zilammaz gwall-spontet,
He gorn gand ann tol diframmet.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/578
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ