Pa zellann enn envo,
Hag etreze va bro,
Nijal di a garenn,
Evel eur goulmig wenn.
Pa vo pred ar maro,
Neuze me gimiado
Ouz ar c’hig ankeniuz,
Enebour da Jezuz.
Gand joa e c’hortoann
Ann tremen divezan ;
Hast am euz da welet
Jezuz, va gwir bried.
Kerkent ha ma vezo
Torret va chadenno,
M’en em zavo enn er
Evel eunn alc’houeder.
Tremen a rinn al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist ann heol, ar stered,
Me a vezo douget.
Pa vinn pell diouz ann douar,
Traonien leun a c’hlac’har,
Neuze me rai eur zell
Ouz va bro Breiz-izel.
Neuze me lavaro :
— Kenavo d’id, va bro,
Kenavo, bed doaniuz,
Gand da veac’hiou poaniuz ;
Kenavo, paourentez,
Kenavo, goanerez,
Kenavo, trubuillo,
Kenavo, pec’hejo !
Pelloc’h ne zonjinn ket
Ardo ann drouk-spered ;
Biken me n’em golo
Goude pred ar maro.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/613
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ