Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/614

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Evel eur vag gollet,
Va c’horf deuz va c’haset
Ama, dre ann avel,
Ar glao har ar riel.

Maro, te ann treizer
A ziger d’in ar ger,
Pa vruzun gand ann her
Va lestr oud he rec’hier. —

A bep-tu pa zellinn,
Kement tra a welinn
A rai d’am daoulagad,
Ha d’am c’halon mil vad :

Perc’her ar baradoz
Digor ouz va gortoz,
Ar zent, ar sentezed,
Tost d’am digemeret.

Me vo digemeret
E palez ann Drinded,
E-kreiz ann enorio
Hag ar meuleudio ;

Hag eno, evit mad,
Welinn Doue ann Tad
Gand he Vab benniget
Hag ar Spered meulet.

Me a welo Jezuz,
Enn eur c’hiz dudiuz,
O lakat war va fenn
Ar gaera kurunen :

— Ho korfou evuruz,
A lavaro Jezuz,
Oa tensorio kuzet
Enn douar benniget.

Evel grizio roz-gwenn,
Pe lili pe spern-gwenn,
E kornig eul liorz,
Em’ oc’h e-kreiz va forz ;

C’houi zo em baradoz
Evel bokedo roz
A zivleun d’ar mare,
Hag a vleun adarre. —