Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann Anken ;
Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.
AR BUGEL.
— Kan d’in euz a dri rann, etc.
ANN DROUIZ.
Tri rann er bed-man a vez :
Tri derou, ha tri divez,
D’ann den ha d’ann derv ivez
Teir rouantelez Varzin :
Frouez melen ha bleun lirzin ;
Bugaligou o c’hoarzin.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.
AR BUGEL.
— Kan d’in a bevar rann, etc.
ANN DROUIZ.
Pevar mean higolin,
Mean higolin da Varzin
Higolin klezeier vlin.
Tri rann er bed-man a vez, etc.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.