Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/112

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
4

Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan din euz a dri rann, etc.


ANN DROUIZ.

Tri rann er bed-man a vez :
Tri derou, ha tri divez,
D’ann den ha d’ann derv ivez.

Teir rouantelez Varzin :
Frouez melen ha bleun lirzin ;
Bugaligou o c’hoarzin.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz pevar rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pevar mean higolin,
Mean higolin da Varzin
Higolin klezeier vlin.
Tri rann er bed-man a vez, etc.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a bemp rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pemp gouriz ann douar ;
Pemp ez euz darn enn hoar ;
Tolmean euz war hor c’hoar.
Pevar mean higolin, etc.