Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/140

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


He vek digor ha leun a c’hoad,
Hag he reun louet gand ann oad ;

Hag he vorc’higou tro-war-dro,
Gand ann naon braz o sorc’ho.

Me wel ar morvarc’h enep tont,
Ken a gren ann aot gand ar spont.

Hen ken gwenn evel ann erc’h gann ;
Enn he benn kerniou argant.

Ann dour dindan han o firvi,
Gand ann tan daran euz he fri ;

Morgezeg enn dro d’han ker stank
Hag ar geot war lez ar stank.

— Dalc’h mat ’ta ! dalc’h mat ’ta ! morvarc’h ;
Darc’h gand he benn ; darc’h mat ’ta, darc’h !

Ken a risk er goad ann treid noaz !
Gwas-oc’h-was ! darc’h ’ta! gwas-oc’h-was !

Me wel ar goad evel eur waz !
Darc’h mat ’ta ! darc’h ’ta ! gwas-oc’h-was !

Me wel ar goad hed penn he c’hlin !
Me wel ar goad evel eul linn !

Gwas-oc’h-was ! darc’h ’ta, gwas-oc’h-was !
Arzaoi a ri benn arc’hoaz.

Darc’h mat ’ta ! darc’h mat ’ta morvac’h,
Darc’h gand he benn, darc’h mat ’ta, darc’h. —


III.


Pa oann em bez ien, hunet dous,
’Kleviz ann er ’c’hervel, enn nouz.