Perag e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ?
— Eur paour-keaz hor boa kemeret
Enn noz-man mervel en deuz gret.
— Va mamm-gaer d’in-me leveret,
Va aotrou Nann peleac’h eo eet ?
— E kear va merc’hig ez eo eet ;
E-berr e teuio d’ho kwelet.
— Va mamm-gaer geaz livirit d’in,
Ru pe c’hlaz d’ann iliz ez inn ?
— Va merc’hik deuet eo ar c’hiz
Da vont gwisket du d’ann iliz. —
Pazenn ar vered pa dreuzaz,
Bez he friet paour a welaz.
— Pe re hon dud-ni zo marvet,
Pa ’d eo hon douar-ni fresket ?
— Sioaz ! va merc’h, n’hallann nac’h mui :
Ho priet paour a zo enn hi ! —
War he daou-lin en em strinkaz,
Ha biken goude na zavaz.
Burzuduz vize da welet,
Ann noz goude ma oa leket
Ann itroun e bez he friet,
Gwelet diou wezen derv sevel
Diouc’h ho bez nevez d’ann uc’hel ;
Ha war ho brank diou c’houlmik wenn,
Hag hi ken dreo ha kel laouen,
Eno ’kana da c’houlou de,
Hag o nijal d’ann env goude.
Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/152
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ