Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/158

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IV


AR BUGEL LAEC’HIET.


(Ies Kerne.)


Mari goant a zo keuziet ;
He Laoik ker e deuz kollet ;
Gand ar Gorrigan e ma eet.

— Pa’z iz da vid dour d’ar stive
Va Laoik leziz er c’havel ;
Pa zeuiz d’ar ger a oa pell ;

Al loen-man enn he lec’h laket,
He vek ken du hag eunn tousek,
A graf, a beg, heb ger e-bet ;

Ha bron bepret ’ma kas kaouet,
Hag enn he zeiz vloaz e ma eet
C’hoaz ne ma ket c’hoaz dizonet.

Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gand ho kredur tre ho tiou-vrec’h,
E levenez ’m oc’h, me enn nec’h.

Ho mabik sakr c’hui a virez,
Me ma hini me a gollez.
Truez ouz-in mamm a druez !

— Ma merc’h, ma merc’h, na nerc’het ket ;
Ho Laoik ne ’d eo ket kollet,
Ho Laoik ker a vo kavet.

« Neb ra van virv e gloren vi
Evid dek gonideg eunn ti,
A lak ar c’horrig da bregi.