Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/160

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
52


« Pa’n deuz prezeget flemm-han, flemm !
Pa eo bet flemmet ken, a glemm ;
Pa eo klevet, he lammer lemm. »

— Petra rit-hu aze, va mamm ?
Lavare ar c’horr gand estlamm,
Petra rit-hu aze, va mamm ?

— Petra rann ama va mab-mi ?
Birvi a rann er blusken-vi,
’Vit ann dek gonidek va zi.

— ’Vit dek, mamm ger, enn eur blusken !
Gweliz vi ken gwelet iar wenn,
Gweliz mez ken gwelet gwezen.

Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Brezal,
Biskoaz na weliz kemend all.

— Re draou a welaz-te, va map ;
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip, potr koz ! ha ! me da grap !

— Sko ket gant-han, lez-han gan-i ;
Na rann-me droug da da hini,
’Ma brenn [1] er bro-ni gan-e-omp-ni. —

Mari d’ar ger pa zistroez,
He bugel kousket a welez
Enn he gavel, ha sioul ez.

Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.

Enn he gavazez ’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le ! —

  1. Cet ancien titre celtique n’existe plus ni en breton ni en gallois.