Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
92
Lec’h oa nao mab enn eunn tiad,
Eent d’ann douar enn eur c’harrad,
Hag ho mamm baour oc’h ho charrat.
Ho zad adren o c’houibannat :
Kollet gat-han he skiand-vad.
Hi a iude, galve Doue ;
Reustlet e oa korf hag ene ;
— Laket ma nao mab enn douar,
Ha me roi doc’h eur gouriz koar [1],
A rei teir zro endro d’ho ti,
Ha teir endro d’ho minic’hi.
Nao mab em boa em boa ganet,
Chetu gad ann Ankou int eet ;
Gad ann Ankou e toull ma dour ;
Den da hul d’in eul lommik dour ! —
Leunn e’r vered rez ar c’hleuniou,
Leunn ann iliz rez ann treujou ;
Red eo benniget ar parkou,
Da lakat enn ho ar c’horvou.
Me wel er vered eunn derven,
Hag enn he beg eul licher wenn :
Eet ann holl dud gad ar vosen.
————
- ↑ « Omnibus interdicatur ut nullus votum faciat aut candelam, vel aliqnod munus alibi deferat nisi ad ecclesiam Domino Deo suo. »
(Concil, Gallic., t. III, p. 20.)