Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/212

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


XI


MARZIN-BARZ.


(Ies Kerne.)


I.


Ma mamm-goz baour, em chilaouet ;
D’ar fest am euz c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederez neve
A zo laket gand ar roue.

— D’ar rederez na iefec’h ket,
D’ar fest-man na da fest e-bed ;

Na iefec’h ket d’ar fest neve,
Gwela peuz gret hed ann noz-me ;

Na iefec’h ket, mar dal gan-e,
Gwela peuz gret enn ho hunvre.

— Ma mammik paour, ma em c’haret,
D’ar fest em lesfec’h da vonet.

— O vont d’ar fest c’hui a gano,
O tont endro c’hui a welo. —


II.


He eubeul ru en deuz sternet,
Gad diren-flamm neuz han houarnet ;

Eur c’habestr neuz laket ’nn he benn,
Hag eunn dorchen skanv war he gein ;

E kerc’hen he c’houg eur walen,
Hag endro d’he lost eur zeien ;