Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/214

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
106


Ha war he c’hore ’ma pignet,
Hag er fest neve ’ma digouet.

E park ar fest pa oa digouet,
Oa ar gern-bual o vonet ;

Hag ann holl dud enn eur bagad ;
Hag ann holl virc’hed o lampat.

— Ann hini en devo treuzet
Kleun braz park ar fest enn eur red,

Enn eul lamm klok, distak, ha net,
Merc’h ar rou en do da bried

He eubeulik-ru, pa glevaz,
War bouez he benn a c’hristillaz ;

Lammet a rez, ha konnari,
Ha teurel c’houez tan gad he fri ;

Ha luc’hed gad he zaoulaged,
Ha darc’h enn douar gad he dreid ;

Ken a oa ar re-all trec’het,
Hag ar c’hleun treuzet enn eur red.

— Otrou roue, ’vel peuz touet,
Ho merc’h Linor renkann kaouet.

— Ma merc’h Linor n’ho pezo ket,
Na den evel-d-hoc’h ken-neubet ;

Ne ket kelc’herien a fell d’e,
De rei da bried d’am merc’h-me. —

Eunn ozac’h kouz a oa eno,
Ha gat-han eur pikol varo,

Eur varo enn he chik, gwenn-kann,
Gwennoc’h evit gloan war al lann ;