Hag hen da zridal spontet braz,
Endro d’ann oaled pa zellaz ;
O welet Marzin-barz kluchet,
He benn war he galon stouet.
Oc’h he welet war ann oaled,
N’ouie doare pelec’h tec’het,
— Tevet, ma mab, na spontet ket,
Gand ar mourgousk e ma dalc’het ;
Lonket en deuz tri aval ru
Am euz poaet d’ean el ludu ;
Lonket en deuz ma avalou ;
Setu hen d’hon heul e-peb-brou. —
Ar rouanez a c’houlenne
Gand he loufren, ’nn hi gwele :
— Petra c’hoari gand ar ger-ma ?
Pe safar a glevann ama ?
Pa ’z onn dihunet ken pred-ze ;
Ken a gren postou ma gwele ?
Petra zo digouet barz ar porz,
Gand ann dud eno ’ioual fors ?
— C’hoari gaer a zo er ger-ma :
Gant Marzin o tont enn ti-ma ;
Eur c’hroagik koz gwenn-kann, raz-han,
Hag ho mab-kaer ive gant-han. —
Ar roue en deuz hi c’hlevet,
Hag hen mez, ha prim da welet.