Ha teir gwech ez inn war va daoulin
Da gercʼhat dour evit ho pinsin.
— Ke d’ann emgann, ke, marc’hek Lez-Breiz :
Mont a rann-me gen-oud-de ivez. —
— Klevet-hu ? ’ma Lez-Breiz o tonet
Gant-han eur strollad hag hen fardet !
Ha ! dindan han eunn azenik gwenn
Eur c’habestrik kanab enn he benn,
Hag eur flocʼh bihan enn he gichen ;
Hag hen, hervez ar vrud, eur gwall-zen. —
Flocʼh bihan Lez-Breiz dal’ m’ho gwelaz,
Tost-oc’h-tost d’he vestr en em riblaz :
— Sellet-hu ! Lorgnez o tont enn hent !
Eur stroll marc’heien ’nn he ziagent.
Eur stroll marc’heien adren he gein :
Dek zo, ha deg all, ha deg ouspenn !
Ma int o tigout gand ar c’hoad kesten :
Beac’h a vo, mestr paour, en em zifenn !
— Gwelet pet zo anezho rit-te,
Pa ho devo tanvet va dir-me.
Stok da gleze, floc’h, ouz va cʼhleze,
Ha deomp-ni arog enn ho bete. —
— Ha ! de-mad d’id-de, marcʼhek Lez-Breiz
— Ha ! de-mad d’id-de, marcʼhek Lorgnez.