Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148


Deuet, mabik, tre em minic’hi ;
Deuet da ziskuiz ha da walc’hi.

— Ne ked dare diskuiz ha gwalc’hi ;
Nemed kaout eur feunteun, heb si ;

Kaout dour dreman d’am mestr iaouank
Hag hen kouezet enn emgann skuiz-stank ;

Trizek soudard lazet dindan han,
Marc’hek Lorgnez lazet da gentan !

Ha m’em euz diskaret kement-all ;
Lammout kuit ho deuz gret ar re-all. —


VI.


Breizad enn he galon na vize,
Neb awalc’h he galon na c’hoarze,

O welet ar ieot glaz ruiet
Gand goad ar Cʼhallaoued milliget.
 
Ann otrou Lez-Breiz, enn he gaonse.
O tiskuiza, out ho a zelle.

Kristen enn he galon na vize,
E Santez Anna, neb na welze,

O welet ann iliz o leiza
Gand daoulagad Lez-Breiz o wela,

War he zaoulin, o wela Lez-Breiz,
O trugarekat gwir-warez Vreiz.

— Trugarekat ! mamm Santez Anna !
Cʼhui hocʼh euz gonezet ann tol-ma ! —