Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
IV
MORIAN AR ROUE.
I.
Roue ar Cʼhallaoued lavare
Da otrounez he lez, eur mare :
— Hen-nez a otreo d’in gwir feiz
A zeuio abenn eveuz Lez-Breiz.
Cʼhoari enep d’i-me ; na ra ken,
Kerkouls ha laza va marcʼheien. —
Morian ar roue dal’ m’he glevaz
Dirag tal ar roue a zavaz :
— Otren, otrou, a riz d’hocʼh gwir feiz
Ha testou a brofiz aliez ;
Hogen pa vennit, hirio ann deiz,
Test a brofinn cʼhoaz marcʼhek Lez-Breiz.
Ma na gasann d’hocʼh warcʼhoaz he benn,
Da eo d’in kas ma hini laouen, —
II.
Flocʼhik Lez-Breiz, antronoz-beure,
A rede d’he gaout aonik-tre :
— Morian ar roue a zo deuet,
Hag ho ticheka en deveuz gret.
— Mar ma dicheka en deveuz gret,
Monet war he zicheg a ro red.
Otrou kez, na ouzocʼh ked eta ?
Dre ardou ann diaol cʼhoari a ra.