Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
« Morvarc’h gwenn war ann od a welann ;
Eunn aer vraz divent endro d’ezhan ;
« Endro d’he ziousker dren daou skoulm gwall,
Hag endro d’he vouelou tri skoulm all,
« Daou endro d’he ziousker ha d’he c’houg ;
Hed he vrusk em stlej, hen gor, hen moug.
« Ken a zav war he dreid ar marc’h kez,
Hag a-dreuz penn, e tant chig ar gwez ;
« Hi a vadaill, a dreflemm ru goad,
Ha dibuna’ ra o c’houibanat ;
« Ken a glev he aered, hag e lamm :
Tec’h kuit, dispar, unik ! tec’h dinam ! »
— Bez a C’hallaoued pez a garo !
Me na derc’hann ket rog ar maro ! —
Ne oa ket peurlavaret he c’her,
Ha pa oa pellik, pell euz ar ger.