Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/274

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166



VI


AL LEAN.


I


Pa oa kousket lean koad Hellean.
Tri zol war he zor a skoaz unan.

— Lean mad digoret ann nor d’in,
M’am bo minic’hi a vinic’hinn.

Ma ann avel kriz diwar vro-C’hall,
Pa na vresk na loen gwez na chatal ;

Ma ann avel garo diwar vor
N’ed eo ket brao bout e toull ann or.

— Na piou oc’h a skoit war va dor,
Da hanter-noz o c’houlen digor ?

Am anavout mad a eure Breiz ;
E deiz he anken me oa Lez-Breiz.

— Ma dor d’hoc’h-hu na zigorinn ket ;
Klevout oc’h eur gelen, am euz gret ;

Klevout oc’h eur gelen am euz gret,
Hag eneb d’ar roue benniget.

— Gelen, Doue zo test ! n’em onn ket
Na trubard a hent-all, ken-neubed.

Va malloz a roann d’ann drubarded,
Ha d’ar roue ha d’ar C’hallaoued !

Ho zeod a doll c’houez evel teod ki,
C’houez a splui ’vel c’houez re o leski.