Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XIV


ALAN-AL-LOUARN.


(Ies Kerne.)


Al Louarn barveg a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Goa konikled arall-vro ! lemm-dremm he zaoulagad !

Lemm he zent ha skanv he dreid hag he graban ru-goad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !

Ar Vretoned a weliz o lemm’ ho c’hlavier wall,
Naren war higolen Breiz nemed houarnez ar Gall.

Ar Vretoned a weliz o vedi er c’hadir,
Naren gant filsier-strob nemet klezeier-dir ;

Ken-nebeud gwiniz ar vro ken-nebeud hor segal,
Nemet pennou-blouc’h Bro-zaoz ha pennou-blouc’h Bro-c’hall.

Ar Vretoned a weliz o vac’h el leur e louc’h,
Ken a lamme pellennou demeuz ar pennou-blouc’h ;

Ha ne ket gant fustlou prenn a vac’h ar Vretoned,
Nemet gand sparrou houarned ha gand treid ar virc’hed.

Eur iouc’haden a gleviz, iouc’haden ar peur-zorn
Adalek krec’h sant Mikel tre-beteg traon Elorn,

Adalek ti sant Weltas tre-beteg Penn-arbed ;
E pevar c’horn euz a Vreiz beet al Louarn meulet !

Beet kanmeulet al Louarn a amzer-enn-amzer !
Beet koun euz ar ganaouen, beet klemm ouz ar c’haner !