Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
War ann derven, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adar [1],
Mor-adar du-baill ho fleuniou,
Eul lommig goad war ho fennou.
Gant-ho, eur vranez-goz louet,
Gant-hi eur vran iaouank kevret.
Skuiz ho daou ha gleb ho eskel :
O tont glaz-aleured, ouc’h pell.
Hag ann ezned a gan eur c’han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.
Ar c’han-ze, ’m eur vouez hi he gan
Nemed ar vranez hag ar vran.
Hag ar Vran en deuz lavaret :
— Kanet, eznedigou, kanet.
Kanet, eznedigou ar vro ;
Pell euz a Vreiz n’oc’h ket maro.
————
- ↑ Ce mot adar, oiseaux, qui existe encore dans le gallois, a disparu du breton.