Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/342

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XVII


DISTRO EUZ A VRO-ZAOZ.


(Ies Kerne.)


Etre parrez Pouldergat ha parrez Plouare,
Ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme
Evit monet d’ar brezel dindan mab ann Dukez,
Deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a Vreiz ;

Evit monet d’ar brezel dreist ar mor, da Vro-zoz.
Me’m euz ma mab Silvestik e ma int ouz he c’hortoz ;
Me’m euz ma mab Silvestik ha n’em euz nemet-han
A ia da heul ar strollad, gand marc’heien ar ban [1].

Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad,
Me gleve merc’hed Kerlaz a gane son ma mab ;
Ha me sevel em’ c’haonze raktal war ma gwele :
— Otrou Doue ! Silvestik, pelec’h oud-de breme ?

Marteze em oud ouspenn tric’hant leo deuz va zi
Pe tolet barz ar mor braz d’ar pesked da zibri ;
Mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,
Te vize bet dimezet breman, dimezet mad ;

Te vize bet dimezet hag eureujed timat
D’ar braoa plac’h euz ar vro, Mannaik Pouldergat
Da Vanna da zousik-koant, ha vizez gen-omp-ni
Ha gand da vugaligou ; trouz gant-he ’kreiz ann ti.

Me am euz eur goulmik c’hlaz e kichenik ma dor,
Hag hi e toull ar garrek war benn ar ros e gor ;
Me stago deuz he gouzouk, me stago eul lizer
Gant seiennen va eured, ra zeui ma mab d’ar ger.

  1. Ce mot n’est plus usité que dans un adverbe de lieu.