— Dalit seizenen va eured,
Kasit-hi gan-e-hoc’h, mar keret ;
Dalit bizou aour va eured,
Kasit-han d’ar gear d’am fried.
Livirit d’ezhan : « na wel ket,
N’e deuz na c’hoant na droug e-bed. »
Kasit-han d’ar gear d’am fried,
A zo intanv deiz he eured.
Me zo enn eur gador aouret,
O veski mez d’ar re zaonet. —
N’ho doa ket great eur gammed grenn,
Pa glevzont tenn’ eur iouc’hadenn :
— Mil malloz d’e-hoc’h-hu, sonerien ! —
Puns ann ifern oa war he fenn.
Mar defe he seizen miret
Kouls ha bizou aour he eured,
Kouls hag he bizou benniget,
Puns ann ifern oa kounfontet.
Ann neb a ra tri dimizi,
Tri dimizi heb eureuji,
Ez a d’ann ifern da leski,
Ken distak diouz ar baradoz,
Ha ma ’nn delien zeac’h diouz ar roz ;
Ker kuit diouz baradoz Doue,
Ha ma’r skour trouc’het diouz ar gwe.