Braoan merc’h dijentil a oa drema tro-war-dro,
Eur plac’hik triouec’h vloa, Gwennolaik he hano.
Maro ann otro koz he diou c’hoar baour, hag he mamm ;
Maro holl dud he zi, siouaz d’ei ! med he lez-vamm.
True oa he gwelet war dreuzo dor ar maner,
O skuillan daelo dru, hag hi ker reiz ha ker kaer !
O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c’hortoz pell amzer ;
O sellet war ar mor, o klask lestr he breur-mager ;
Achuet oa c’houec’h vloa ’ba oa eet kuit deuz ar ger.
— Tec’het tu-hont, ma merc’h, hag it da glask al loened ;
Ne eann ked d’ho magan evit chom aze chouket. —
Diou teir heur kent ann de hi oa dihunet gant hi,
Er goan, da c’houean tan, ha skuban peb korn ann ti ;
Da vont da gerc’hat dour da feunteun-gwer-ar-c’horred,
Gand eur c’hoz-podik toull hag eur zeillik dizeonet.
Ann noz a oa tenval, ann dour oa bet stravillet
Gant karn marc’h eur marc’heg o tistrei deuz a Naoned.