Mar ma dimet, milliget-han,
Mar ma maro, ankouait-han.
— Mar ma dimet, me a varvo,
Me a varvo, mar ma maro.
— Ar bank enn tan na laker ket,
Dre ma ve ann alc’houe kollet ;
Eunn alc’houe neo, war va mennoz,
Zo gwell eged eunn alc’houe koz.
— Tec’h tu-ze, kloarek reuzeudik,
Goret e da deod gand traou-lik. —
Ar c’hloareg evel m’he c’hlevaz,
D’ar marchosi e-kuz a eaz,
Marc’h ann otrou en deuz kavet,
Kaeran oa er vro hed-da-hed :
Gwenn evel vi ha flouroc’h c’hoaz ;
Prim evel evn, ha kas-digas ;
Ha biskoaz ieoten na beuraz
Nemet lann-bill ha segal glaz.
Ar c’hloarek pa ’n deuz arvestet,
He c’hour-glen ’nn he vrusk neuz plantet ;
Ha goude ma’n deuz hen pilet,
D’ar baron en deveuz skrivet :
« C’hoarvet eo eur reuz all er ger,
(Na deret ket, va otrou ker)
« O tont euz eur fest-noz d’ar ger,
Torret gant ho marc’h he ziou-sker. »
Ar baron en deuz askrivet :
« Ha gwir eo ve ma marc’h lazet !