Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/416

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308


— Mar zo bet enn han seiz plac’h, c’hui a vo ann eizved ! —
Hag he d’he zol war ho marc’h, hag he kuit enn eur red ;

Hag he kuit trezeg ho c’her, hag he kuit enn eur pred,
Ar plac’h a-dreuz war ar marc’h, he bek d’ezhi mouget.

Hag a-benn seiz pe eiz miz, pe ’nn dra bennag goude,
He a oe souezet braz barz aun abati-ze ;
 
Hag a-benn seiz pe eiz-miz pe ’nn dra bennag goude :
— Petra raimp-ni, va breudeur, deuz ar plac’h-ma breme ?
 
— Boutomp hi ’nn ennn toull douar. — Gwell ve dindan ar groaz.
— Gwell ve c’hoaz mar ve laket dindan ann oter vraz.

— Na damp henoaz d’he laket dindan ann oter vraz
Elec’h na zeuio nikun diouz he c’herent d’he c’hlask. —

Tro mare sarraz ann de, ann env holl da frailla !
Glao hag avel ha grizil, ha tanfoeltr ar gwalla !
 
Hogen eur paourkez marc’heg, ha glebet he zillad,
Oa vale divezad, ar glao oc’h he bilat ;

O vale dre-ze o klask enn tu bennag eunn ti,
Hag hen dont da zigouezout, gand iliz ’nn abatti.
 
Hag hen monet da zelet etre toull ann alc’houe,
Ha gwelet eur goulouig a oa c’houeet aze ;

Hag ann tri manac’h a-gleiz, o toulla ’nn oter vraz,
Hag ar plac’h war he c’hoste, staget hi zreidik-noaz.

Ar plac’hik paour a glemme, goulenne fors true :
— Losket gan-in, va buhe, otrounez, han Doue !

Otrounez enn han Doue, losket d’in va buhe,
Me a valo deuz ann noz ha guho deuz ann de. —

Ken a varvaz ar goulou, eur boutadik goude,
Hag hen da jom toull ann or, heb fichal, spontet tre.