Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/454

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346


Kemend e devoa kalonad,
Ken a gollaz he skiand-vad.


III.


— Tapet eur gador, hag azeet,
O c’hortoz vo dare ar boet. —

Ann otrou oa e tal ann tan,
Hag hen ken du evel eur vran,

He varo hag he vleo gwenn-kann,
He zaou-lagad ’vel daou skod-tan.

— Setu ama eur femelen
E ma onn pell-zo oc’h hi goulenn !

Deomp-ni, va merc’h, war ma brizou,
Deomp-ni da ober va rannou.
 
A gambr e kambr deut-hu, va c’hoant,
Da gonta ’nn aour hag ann argant.

— Gwell ve d’in bout e ti va mamm,
Da gonta’r sklop da dol enn tan.

— Deut-hu gan-in d’ann traon d’ar zel,
Da danva gwin ker c’houeg ha mel.

— Gwell ve d’in eva dour ar prad
Demeuz a ev ronsed va zad.

— Deut-hu gan-in a stal da stal
Da brena’r pawisk da vragal.

— Gwell ve d’in eur vroz liennet,
Mar va mamm e defe he gret.

— Deomp-ni brema d’ar vestiri
Klask brodou da lakat enn hi.