Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXXI
ANN ALARC’H.
(Ies Kerne.)
Eunn alarc’h, eunn alarc’h tre-mor,
War lein tour moal kastel Armor !
Dinn, dinn, daon ! dann emgann ! dann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !
Neventi vad d’ar Vretoned !
Ha malloz-ru d’ar C’hallaoued !
Dinn, dinn, daon ! d’ann emgann ! d’ann emgann ! etc.
Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor ;
Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro ;
D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.
Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden ;
Ken a zon ar meneiou Laz ;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz ;
Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker.
Deut eo ann heol, deut eo ann han ;
Deut eo endro ann otrou Iann !