Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/100

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
88


Hag o tont euz ar vered eleiz a c’houlenne :
— Men a gefimp mezer ru d’en emgroaza breme ? —
Ken a droc’haz kalonek potr maner Kergourtez ;
— Kemeret skouer digan-in hag e viot kroazet ez ! —

Ne oa ked he gomz gant han, he gomz achuet mad,
Oa toullet gwien he vrec’h ken a strinkaz ar goad,
Ha war dal he borpant wenn eur groaz ru a oa gret,
Hag abarz nemeur amzer ho holl e oant kroazet.

Pa oant e kichen Kallak o vonet gand ann hent,
E klevjont kleier Duhot o son ann offern bred :
Hag hi distroi war ho c’hiz enn eur laret ’nn eur vouez :
— Kenavo kleier Mari ! kenavo kleier kez !

Kenavo ’ta, kenavo, kleier kristeniet !
Aliez enn deziou-lid ni hon euz ho prallet !
Ra blijo gand ann Otrou, hag ar Werc’hez santel,
Ma ho prallefimp-ni c’hoaz pa vo fin d’ar brezel !

Kenavo bannielou sakr pere hon euz douget,
Oc’h ober tro ann iliz, e pardon Sant-Servet ;
Ra vimp ker goest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz
Hag em omp bet d’ho terc’hel war ann dachen, enn deiz !

Ra hijo Doue ar reo ! ra vo goenvet ann ed,
Goenvet e douar ar Gall trubard d’ar Vretoned !
Ra ganomp-ni da viken, enn eur vouez, potred Breiz :
— « Biken ! biken n’embaro ann oenar hag ar bleiz. » —

Ar ganaouen-ma zo gret aboe ’m omp eet enn hent,
Ebarz ar bloa mil pemp kant daouzek ha poar ugent ;
Gret gand eur c’houer iaouank, war eunn ton da gano,
Kanet-hi, potred Kerne, da laouennat ar vro.


————