Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
130
— Va mamm, ne meuz ket re zanset ;
Markiz fall en deuz hen lazet !
Markiz Gwerand, ann traitour,
En deuz lazet va c’hloarek paour !
C’houi a lavaro d’ar c’hleuzier,
Pa zeuio d’he gerc’hat d’ar ger :
« Na daol tamm douar war he vez :
E berr va merc’h a iei ivez. »
Pa n’omp bet kousket er gwelead,
Ni gousko hon daou er toullad ;
Pa n’omp bet eureujet er bed,
Dirak Doue vimp eureujet. —
————