Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/158

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


XIII


EMZIVADEZ LANNION.


(Ies Treger.)


Er bloavez-ma mil c’houec’h kant pevar-ugent-trizek,
Er gerig a Lannion zo eur gwalleur c’houarvet ;

Er gerig a Lannion enn eunn hostaliri,
Da Berinaik Mignon a oe matez enn hi.

— Aozet d’omp-ni, hostizez, peb tra evit koanian :
Stlipo fresk, ha kik rostet, ha gwin mad da evan ! —

P’ho doe debret hag evet peb hini leiz he ler :
— Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;

Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;
Ho matez gand eul letern, da zont d’hon c’has d’ar ger ! —

Pa oant-hi war ann hent braz eur pennadik mad eet,
Eur gomz kuz warbenn ar plac’h tre-n-he oa bet laret.

— Plac’hik koant, ho tentigo, ho tal hag ho tiou-jod,
A zo gwenn evel ton ar c’hoummo, war ann od.

— Maltoterien, me ho ped, em lezet evel on,
Evel laket gand Doue, laket gand Doue on ;

Ha pa venn kant gwech braoc’h, ia kant gwech braoc’h c’hoaz,
Na venn ’vid hoc’h, otronez, na venn na well na was.