Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/160

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
148


— Hervez ho komzo mignon, va merc’hik, me a gred,
Em hoc’h bet gand re Begar, pe gand kloer desket ;

Hervez ho komzo mignon, va merc’hik, me a gret,
D’ar govant o tiski preek gand menec’h em hoc’h bet.

— D’ar govant o tiski preeg e Begar n’em on bet,
Na ken nebeut e leac’h all, avad, gand kloarek ’bed ;

Hogen, ebarz em zi-me ha war oaled va zad,
Em euz gret, va otronez, bep seurt mennozio mad.

— Tolet aze ho letern, ha c’houeet ho koulo ;
Setu’r ialc’h leun a arc’hant, ma hoc’h euz c’hoant, he po.

— Ne ket me eo’r femelen, a ve dre ruio ker,
O kemeret daouzek blank ha c’hoaz triouec’h tiner !

Me meuz da vreur ur beleg er ger a Lannion ;
Mar klefe pez a leret, rannafe he galon.

Me ho ped, maltoterien, pezet ar vadelez,
D’am zeurel e-kreiz ar mor kent eit kement c’hloez !

Me ho ped, ma otronez, kent eit kement c’hlac’har,
Kemeret ar vadelez, d’am lakat beo enn douar. —

Perinan doe eur vestrez karget a vadelez
A jomaz war ann oaled da c’hortoz he matez,

A jomaz war ann oaled, heb kemeret paouez,
Ken a zonaz ann diou heur, diou heur kent hag ann dez.

— Savet ta, tra dibreder, savet ta, senesal,
O vont da zikour eur plac’h, enn he goad o neuial. —

E kichen kroaz Sant-Josef oa bet kavet maro ;
He letern enn he c’hichen, ha beo he goulo.


————